Abaoe pell, c’hoant a oa gant Youenn da sevel ur vreserezh.
Er bloavezh 2014, deskiñ a ra gant Olivier Maréchal e CFPA Douai e Bro-C’hall.
War raok bremañ, e soñje!
E-pad an amzer kentañ, kenderc’hel a ra gant e vicher war an urzhiataerezh; sevel a ra un takad-breserezh en ur penn-ti. Gallout a ra bresañ 100litrad bep miz.
Ganet eo Erminig (ur bier melen), Loarnig (ur bier diwar gwinizh) ha Gwadinig (ur bier ruz).
Ar gwerzhioù kentañ
E bloavezh 2014, krog eo Youenn da werzhañ bieroù. Gant mignoned, gant tud e Frehel, hag e-pad ar marc’h’adoù hañv.
Ur gwir bennvad eo bet ar marc’had e Frehel.
Divizet o deus Youenn ha Sylvie c’heñch buhez hag sevel ur vreserezh vras evit gounit o fegement.
Digoradur ar vreserezh
E miz Gwengolo 2018 e tigor ar vreserezh nevez, e Frehel. Gant un ti nevez, ha ostilhoù nevez, gallout a ra Youenn bresañ 1000 litrad be wec’h.
Krouet ez eus bieroù nevez evit brasat ar choaz.
Gouzout a rit hon istor bremañ, deuit evañ hon bieroù !